Mont d’an endalc’had

Salman Rushdie

Eus Wikipedia
Salman Rushdie
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet, Stadoù-Unanet, India Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denسلمان رُشدی Kemmañ
Anv ganedigezhاحمد سلمان رُشدی Kemmañ
Anv-bihanSalman Kemmañ
Anv-familhRushdie Kemmañ
Titl noblañsKnight Bachelor Kemmañ
Anv berrSalman Rushdie Kemmañ
Treuzskrivadur APIsælˈmɑːn ˈrʊʃdi Kemmañ
Deiziad ganedigezh19 Mezheven 1947 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMumbai Kemmañ
TadAnis Ahmed Rushdie Kemmañ
PriedMarianne Wiggins, Padma Lakshmi, Elizabeth West, Clarissa Luard, Rachel Eliza Griffiths Kemmañ
BugelZafar Rushdie, Milan Rushdie Kemmañ
Yezh vammourdoueg, saozneg Breizh-Veur, kachmireg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetourdoueg, saozneg, kachmireg Kemmañ
Yezh implijet dre skridourdoueg, saozneg, kachmireg Kemmañ
Tachenn labouristor Kemmañ
ImplijerEmory University Kemmañ
Bet war ar studi eRugby School, King's College, Cathedral and John Connon School Kemmañ
Lec'h labourCambridge, New York Kemmañ
Deroù ar prantad labour1975 Kemmañ
Oberenn heverkThe Satanic Verses Kemmañ
Diellaouet gantStuart A. Rose Manuscript, Archives, and Rare Book Library Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadSmithsonian American Art Museum Kemmañ
Luskadhistorical criticism Kemmañ
Ezel eusRoyal Society of Literature, PEN American Center, Inc., American Academy of Arts and Sciences Kemmañ
Tachennmagic realism Kemmañ
Levezonet gantItalo Calvino, Vladimir Nabokov, Christopher Hitchens, Gabriel García Márquez Kemmañ
Darvoud-alc'hwezstabbing of Salman Rushdie Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://salmanrushdie.com Kemmañ
Deskrivet dreSalman Rushdie ('The Moor') Kemmañ
Skrivet en deus evitTheGuardian.com, Blätter für deutsche und internationale Politik Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Salmon Rushdie 2012

Ahmed Salman Rushdie (सलमान रश्दी en hindi, سلمان رشدی en ourdoueg) (ganet d'an 19 a viz Mezheven 1947 e Mumbai) zo ur skrivagner saoznek genidik eus India. Dont a reas brud dezhañ gant e eil romant, Midnight's Children (1981), ha gantañ e c'hounezas ar Booker Prize.

Kavet e voe abeg en e bevare romant, The Satanic Verses (1988), gant muzulmaned eus an tu pellañ. Embannet e voe ur fatwa (kondaonidigezh) gant an Ayatollah Khomeini en Iran, o c'hervel ar "vuzulmiz vat" da lazhañ Salman Rushdie abalamour m'en dije kunujennet an islam en e levr, a-hervez. Ret e voe d'ar skrivagner mont kuit diouzh India ha bevañ damguzh en estrenvro. Abaoe un nebeud bloavezhioù en em ziskouez en-dro e lec'hioù foran avat.

Aet e oa da chom da Vro-Saoz pa oa 13 bloaz. Abaoe 2000 emañ o vevañ e New York.

D’an 12 a viz Eost 2022 eo bet goustilhet e-kerzh ur brezegenn e Chautauqua, Stad New York, ha kaset d’un ospital e Pennsylvania[1].

Romantoù skrivet gantañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Grimus (1975)
  • Midnight's Children (Bugale hanternoz) (1981)
  • Shame (Mezh) (1983)
  • The Satanic Verses (Ar gwerzadoù satanazet) (1988)
  • The Moor's Last Sigh (Huanadenn diwezhañ ar Morian) (1995)
  • The Ground Beneath Her Feet (An douar dindan he daoudroad) (1999)
  • Fury (Fulor) (2001)
  • Shalimar the Clown (Ar furlukin Shalimar) (2005)
  • The Enchantress of Florence (Strobinellerez Firenze) (2008)
  • Two Years Eight Months and Twenty-Eight Nights (Daou vloaz eizh miz hag eizh noz warn-ugent) (2015)
  • The Golden House (an tiegezh Golden) (2017)
  • Quichotte (2019)